Stagadur Aostria ouzh Alamagn dindan an Nazied eo an Anschluss, un anv alamanek hag a roer d'an darvoudoù c’hoarvezet e nevez-amzer 1938 da-heul ur goulenn groñs gant Adolf Hitler, kañseller Alamagn, ma vefe aozet ur referendom war sujed unaniezh an div stad alamanek. Degemeret e voe soñj ur referendom, met a-raok ma voe aozet e teuas, a-daol trumm, al lu alaman da aloubiñ Aostria d’an 12 a viz Meurzh 1938.